Arriv eo Gilgamesh
Setu, moullet eo bet Gilgamesh an den dreist ne faote ket dezhoñ mervel.
A-gement a vehe kontant da breniñ ar levr dre lizher a c’hello pellgargiñ ar skrid-preniñ àr an ere-mañ :
http://sd-1.archive-host.com/membres/up/73919222843900962/Skrid-prenan-web-Gilgamesh.pdf
A-benn ur sizhun bennak e vo kavet ar livr en un nebeud stalioù-levroù. roltad ar stalioù-se a gavhit àr mam blog.
Trugarekaat a ran an holl dud o deus sikouret genin :
Serj ar Bozec en deus rannet genin e ouied bras àr ar rannyezh wenedeg,
ar gevredigezh hiziv an deiz he deus soursiet get embannadur ar levr.
Hélène Teffaut evit ar sklerijenn he deus taolet àr "Parland Shakespeare"
Trugarez vras da Duriaw ar Menteg (Doue d'e bardono) hag en deus degaset ur gouied bras din. Siwazh n'eo ket mui amañ evit degas gouied oc’hpenn din. Trugarez dezhoñ bout peurunvanekaet rannyezh Gwened ha geriadur Emile Ernault. Spletus eo bet e labour din.
Pand eo ar gomz get Turiaw ar Menteg, mar faot deoc'h preniñ e c’heriadur gwenedeg e c’hellit pellgargiñ ar skrid-preniñ àr an ere-mañ :
http://sd-1.archive-host.com/membres/up/73919222843900962/Brudfollenn-geriadur-TuriawArMenteg.pdf