Ur ger bennak àr ar yezh

Publié le

Ar yezh :

brezhoneg bro-Gwened , da lâret eo ar brezhoneg a za get brezhonegourion ar Morbihan. A-gement ne ouiant ket kalz a dra àr rannyezh Morbihan ne vint ket lakaet ken diaes-se a-drugarez d'ar skritur peurunvan.

Unan ha ne oar ket doc'h ar rannyezh, a c'hell bout lakaet diaes get stummoù ne gaver ket paot er maez ag ar Morbihan.

Setu perak m eus lakaet e penn kentañ ar livr un nebeut notennoù evit displeg un nebeud stummoù lec'hiel.

Setu amañ neuze an notennoù a gaver er livr :

Ar stumm gwenedeg

Ar stumm «standart»

ha1 dad

da dad

Bras ous

bras out

genis

ganez/ganit

Doc'hous, doc'htoñ

ouzhit outañ

Ha kwelet m eus

Da welet m eus, gwelet m eus ac'hanout

hennezh aet ha lâret

hennezh aet ha debret an aval

Lâret a reas, pe eñ da lavaret

Debriñ a reas an avel, pe da zebriñ aval.

Get

Gant

Doc'h

ouzh

Evit ma vehe

Evit ma vefe

Pa vehe

Ma vije, ma vefe

Troiennoù gwenedeg :

Get a festoù en doa aozet Gilgamesh en e balez (p.34) : un droienn estlammiñ eo : Nag a festoù en doa aozet !

Get a vrikennoù brav a oa bet graet gete ! (ur bochad brikennoù.... !)

ar lost-gêr at : hañvalat ema korfet ar gouron-mañ doc'h Gilgamesh ! Ur stumm estlammiñ ivez :

hañval ema korfet....

hañvalat ema korfet .....!

kaerat ema mentet ! Na kaer ema mentet.

An tu-gourc'hemenn :

ur stumm kozh a gaver e gwenedeg kozh : en trede gour unan ha trede gour lies :

bezhit (bez-hit) bezhint (bez-hint) : ho parnoù bezhint fur , pezh a dalv ra vo fur ho parnoù.

Tro m eus bet da welet ar stumm-se er levroù kozh e rannyezh bro-Gwened. N'on ket gwall-sur penaos ema ret skriv ar stummoù-se e peurunvan.

Setu un nebeud titouroù arall àr ar yezh n'int ket bet lakaet e digoradur ma livr :

Ur stumm a za liesik genin eo ar stumm «a fehe bout», «a feher» :

«Ur furnezh ar brasañ a fehe bout» *

«ne fehes ket ha pout aon ag ar marv»**

Ar stumm-se a gaver stank er skridoù lennegel gwenedeg a glot get ar stumm lennegel galleg «ne saurait : *une sagesse qui ne saurait être égalée, **tu ne saurais avoir peur de la mort

N'eus ket a

Un isprid n'eus ket a hesk dezhoñ : a c'hell bout troet e galleg evel-mañ : un esprit intarissable.

Ar stumm-se a za plaen get ar vrezhonegourion a-vihan hag er skridoù lennegel. Klotiñ a ra d'ar liesañ get ar lost-gêr galleg -able :

ne vo ket a ev dezhoñ ( m boa klevet get ur brezhonegour a Vrec'h e-tal an Alre) : il sera imbuvable, on ne pourra pas le boire.

N'eus ket a dreizh dezhi : elle est infranchissable (une rivière).

Gwenedeg eo ha pas ken ? Perchañs n'eo ket. Perchañs ema anavet er-maez a vro-Gwened ?

Ar skorell na :

Ar skorell na a gaver er ger kenavo «ken na vo» a gaver plaen er rannyezh Gwened goude ken, bet ken, beta ken (jusqu'à, si bien que)

gortoz ken na : attendre que + verbe

bet ken na oa arriv en Uruk : jusqu'à qu'il arrive à Uruk.

Aon na : aon m eus na vehe arriv arriv un dra bennak getoñ : j'ai peur qu'il lui soit arrivé quelquechose.

Get aon na vehe ret kalafetiñ a-adwezh : de peur qu'il faille calfater a nouveau.

Penaos e vehe din :

Comment pourrais-je ?

1 An eil gour unan ha (ton, ta) a c’hell bout mesket gwezhavez get ha pe hag (et) a-gement n'int ket akourset doc’h ar stumm-se a vesko ur wezh pe div e-raok em ober doc'hti.

Commenter cet article