Un nebeud titouroù àr ar livr

Publié le

Penaos lenn Gilgamesh ha judennoù arall ?

Troiñ Gilgamesh e brezhoneg, un destenn kozh-mat

Get ma labour kelennour istoar er skolaj ema ret din bout bet klasket titouroù àr sevenadurezhioù Mezopotamia. Neuze em eus kroget da fourbouchat e livroù a bep sort. Setu edan ma selloù neuze troioù-kaer Gilgamesh troet e galleg get Jean Bottero. Nag ur blijadur a pa'm boa em lakaet da lenn ar santoc'had-se. Nag ur bam gwelet e c'heller gouiet penn da vanoù kevrinus an tabletennoù gennhañval, ha gouiet ster ar manoù gennhañval-se. A-vihan da vras em boa em lakaet da studial evit ma flijadur gwlad ar pobloù mezopatamian dre vras.

Petra eo un destenn vezopotamian : un destenn skrivet àr tabletennoù pri. Adkavet int bet edan an douar hed-ha-hed get an Irak (Mezopotamia gozh). Lod-kaer anezhe a oa torret pa oant bet kavet. Diverchet e oa tammoù bras pe brasoc'h. Dibaot eo an tabletennoù chomet difreuz. Pikol labour eo evit an enklaskour donet da benn ag un dabletenn toull-didoull. Penaos adkavouet ar pezh a oa en toulloù-se :

Pa vez kavet mar a skouerenn ag ur memp judenn e c'heller adkavouet an tachadoù diverchet àr ur skouerenn arall ;

A-vihanoc'h e c'hell un enklaskour ampart o adkavouet get e skiant-prenet, ha get isprid.

Ur skosell arall evit an enklaskour : penaos bennak ma vehe difreuz groñs un destenn sort-se : goloet e c'hell chom an danvez anezhoñ : Kozh mand eo ar judennoù-se, ar pezh a oa splann d'an dud en amzer-hont a zo daet da vout amspis pe goloet d'an dud a-vremañ. Darvoudoù diaes da gompren, daveennoù luziet, traoù a seblant diboell dimp. Un enklaskour doazh a c'hell kavouet penn da danvez goloet un destenn vezopotamian, é keñveriiñ get testennoù arall. A-gement a oar doc'h buhez relijiel Mezopotamia, a c'hello dic'holoiñ un darvoud amspis. Newazh ret-mat e vez dezhoñ ur wezh bennak plegiñ ha lâret ne feher ket gouiet penn d'ur pennad bennak, pe n'heller ket met lâret marseadennoù,da c’hortoz na vehe kavet tabletennoù oc’hpenn edan douar bro-Irak a zegashe ur sklerijenn nevez.

Perak lâret kement-se ? Evit distroiñ a lennour a-zoc’h e c'hoant da lenn Gilgamesh ha judennoù arall e brezhoneg ? Tamm erbet. Didalvez eo ur skrid ha n'heller ket kompren penn dar benn ? Tamm erbet.

Gellet a raer kompren judenn Gilgamesh ha gober fae doc'h ar pennadoù amspis... Ha penaos bennak ma chom pennadoù amspis er judenn e c'heller bourriñ ag ar varzhoniezh anezhe.

Lod-kaer a dud a lenn krouidigezh an hollved get Yahveh a gav brav ar gosmogonienn-se. Ne daolant ket meiz d'an elfennoù amspis pe diboell a gavant enni, pe ne vern ket vras dezhe. Hed ha hed get ar Bibl (testamant kozh, testamant nevez) e kaver pennadoù goloet, un arbennigour n'hell ket kavouet penn da lod-kaer anezhe, seul vihanoc'h e c'hellhe unan n'eo ket arbennigour. Ha newazh... n'eo ket ar Bibl ar livr lennet ar muiañ er bed ?

Ma embannadur Un hent etre :

N'eo ket aze ema an dalc'h. Ar pezh m eus kavet diaes pa m boa soñjet embann ma zroidigezhioù a oa petra gober get an notennoù ha n'int ket dibaot a laosk ar bihanañ ar gwellañ a dachadoù amspis embannadur Jean Bottero ? Petra gober get ar manoù diakritek a gaver penn-der benn d'e embannadur ?

Daoustoñ ne c'hellhe ket ur lennour ha n'eo ket akourset doc'h sort lennegezh skuizhiñ get ar mac'h a notennoù-se ? Daoustoñ ne c'hellher ket diskalonekaat dirak ar manoù-se ?

En tu rall : penaos chom feal doc'h embannadur jean Bottero, da lâret eo penaos chom feal doc'h spered ar lennegezh vezopotamian pa vehe « gwallaozet » an embannadur-mañ ?

Un hent etre m eus kavet :

miret m eus an notennoù pouezusañ. Lamet m eus ar manoù diakritek, ha laosket ar gwerzennadur a-gostez. Keneve-se ema ma embannadur hañval groñs doc'h heni J Bottero.

Enuma Elish :

Muioc'h a frankiz m eus bet amañ : labouret m eus diàr div pe teir zroidigezh saozneg kozh, aet en domani foran get an amzer. Lod-kaer ag an notennoù zo lodek get an destenn zo bet skrivet genin.

Pep unan a c'hello gober e soñj lenn an notennoù pe o laoskiñ a-gostez, pezh ne barro ket doc'htoñ a gompren ar danvez a-vras.

Commenter cet article